Gwilherm J.
banner
gwilhermon.bsky.social
Gwilherm J.
@gwilhermon.bsky.social
~ 📖 Barzhonegoù berr adalek mareoù bevet. ✨
~ 📖 De courts poèmes à partir d'instants vécus. ✨
- " Trugarez vras Pêr Vari Kervarec evit ar sonadeg-mañ e Naoned. Splann. Ar mogerioù a gane. ✨"
November 30, 2025 at 6:28 PM
-" Dre forzh kanañ Nouel,
Ec'h erru an Nedeleg ! 🎶"
November 29, 2025 at 5:48 PM
🐉- Melezour ma soñjoù - 🪞
.
Me a zo ur bajenn wenn ma c'hroc'hen.
Hennezh a vez melezour ma soñjoù,
En ur zegemer kalz a datouioù,
Hag a breder ac'hanon da viken.
.
Skrivet war-lerc'h un abadenn datou er saloñs tatou "Sale Histoire"
November 15, 2025 at 4:52 PM
-" Trouz ur stêr bennak en ur c'hoad gleb ha didrouzus = ♥️ "
October 24, 2025 at 11:48 AM
- 💔 "Ar fank gloazet" 🍂
.
E-kreizig-kreiz ar mezoù hag an delioù fur,
Profet gant ael an natur,
'Vez kavet roudoù ar mab-den : "Saotradur",
Diaoul an douar, a-dra-sur.
.
Skrivet goude bezañ gwelet ur bern sigaretennoù en douar, e-touez an delioù gleb.
October 22, 2025 at 9:59 AM
🕺"Farandolenn ar vinistred"💥
.
Selaouit, selaouit, ar vinistred nevez !
.
Deuit, deuit, da zañsal re gant ar re se.
.
Un, daou, tri, kollet al lusk gantañ ha ganti !
.
Pevar, pemp, c'hwec'h, an dud a zo dindan ar bec'h.
.
Gwilherm
October 9, 2025 at 5:33 PM
Trugarez vras da @brezhoweb.bsky.social evit bezañ troet an dresadenn-vev "Tintin" e bzhg. Ur madig evit an diskouarn hag ur gwir "Madalen Proust" evit ar spered. 🥰🔎
October 8, 2025 at 3:00 PM
Erruet eo livioù an diskar-amzer,
Ul levr bihan da lenn hag ur banne glec'h.
Mod-se emañ ar mare-bloaz bravañ er bed. ✨🍂
October 5, 2025 at 4:24 PM
🌍 Derc'hel soñj 🧠
.
Amzer tremenet ha dazont a vez liammet,
~
Sellomp a-dreñv deomp 'vit mont war-raok asambles.
~
Daoust ma cheñch an traoù tro-dro deomp alies,
~
Dalc'homp soñj d'an holl mareoù luc'hskeudennet.
.
Gwilherm

Dazont : Futur
Derc'hel soñj : Se rappeler
Luc'hskeudenn : Photographie
August 19, 2025 at 2:36 PM
🐮 - Les ouvrières - 🥛
.
Poentañ : pointer
Ambrougañ : accompagner
Fardañ : préparer (nourriture)
.
Awenet on er mare-mañ a-drugarez d'am vakañsoù e bro Kañtal. Dremmweloù a-feson a zo gant loened doñv ha loened gouez e pep lec'h. Sur a-walc'h e vo barzhonegoù all diwar-benn ar vro-se ! ⛰️
July 14, 2025 at 8:57 AM
Ur pennad-lenn e bzhg e Bro Kañtal. Plijadur bepred. ✨
July 11, 2025 at 9:44 AM
🐝- La fête des insectes -🐞
.
Les arbres, en train de danser grâce au vent.
C'est l'heure, les insectes préparent une fête !
Tous les animaux sont invités à ribouler,
Sur les feuilles et les fleurs en train de se trémousser.
.
Pegen plijus ha borodus eo azezañ war ur bank, en natur, o sellout outi. ✨
May 7, 2025 at 3:41 PM
Trugarez vras @bannouheol evit bezañ troet un Tintin nevez e brezhoneg ! 🤗✨
April 29, 2025 at 3:12 PM
'Vit ar re a gomz brezhoneg amañ e alian deoc'h un abadenn a-feson : Queeromp ! Savet eo bet gant Radio Kerne diwar-benn ar sujedoù LGBTQ+ hag ar sujedoù liammet ganto. Kit da selaou ! ✨
.
Pour celles et ceux qui parlent breton ici-même, je vous conseille ce super podcast : Nous sommes Queer ! ✨
April 21, 2025 at 10:30 AM
@gbbfest.bsky.social, emaon o tont ! 🔥
.
Emaon o paouez prenañ ma bilhedoù evit ar Sadorn hag ar Sul. 🎟️
.
Ma GBB kentañ e vo, mall zo warnon !
~~~
GBB, j'arrive ! 🔥
.
Je viens tout juste de me prendre les billets pour le samedi et le dimanche. 🎟️
.
Ce sera mon premier GBB, j'ai hâte !
April 15, 2025 at 10:52 AM
🎢 - Montagnes folles - 😂
.
Lusk : Rythme
Burzhudus : Magique
Fent : Humour/plaisanterie
~
War-lerc'h devezhioù a-feson e oa ret din skrivañ diwar-benn unan eus ma dudioù muiañ karet : Ar Roller Coaster ! ✨
April 10, 2025 at 4:10 PM
🍬 - Bonbon naturel - 🍃
.
Spurmantiñ : Apercevoir
Blasaat : Goûter
Sunig : Sucette
Lipat : Lécher
~
O tont en-dro emañ an amzerioù brav hag an devezhioù splann : poent eo arvestal an nevez-amzer er parkoù ! 🌞
April 6, 2025 at 9:09 AM
🐌 ~ Petit colocataire ~ 🏠
.
- Spurmantiñ : Apercevoir
- Pondalez : Balcon
- Babouzat : Baver
.
Barzhoneg kozh 'moa skrivet war-lerc'h bezañ ijinet buhez ar maligorn-mañ, o vont war-raok war ma fondalez ! 🐌
.
@gwilhermon.bsky.social
March 30, 2025 at 12:08 PM