Olivier
Olivier
@olivierperes.bsky.social
Plijout a ra din bageal ha komz brezhoneg.
Distrujet am eus ma c'hont Blablacar. Goulennoù betek re (mont da gerc'hat tud evel ma vijen un taksi...), tud a zeu diwezhat, kontoù faos, gaou er barnedigezhiou, amzer kollet, emzalc'h kenwerzhel ar savenn... Trawalc'h.
December 7, 2025 at 9:34 PM
N'am boa ket implijet Windows abaoe bloavezhioù. Graet am eus hiziv: añmerdet en deus ac'hanon gant hivizadennoù, an enepvirus, kemmoù e reolennoù Microsoft, kant dra all. Ranket en deus adloc'hañ hag eus ur beurbadelezh en doa ezhomm evit hen ober. Traoù zo ne cheñchont ket... (#Linux)
November 16, 2025 at 3:48 PM
Emaon o paouez diskar ur wezenn. Daoust din gouzout e oa ret hen ober en em santan evel Idefiks 😭
November 9, 2025 at 4:40 PM
Goude bezañ laosket ar boueoù ruz ha gwen war hol lerc’h e lakajomp ar vag rakpenn d’an avel ha gwintañ a rejomp ar ouel vras. Sevel a reas al lienn er-maez eus an doagenn, o froual etre ar brikoloù. Terkiñ a rejomp an dris gant ur gwindask dre gambli ha laoskaat a rejomp ar serzherez wibl.
February 22, 2025 at 11:03 AM
Aes e oa an embregadenn. Kilañ a reas ar vag, treiñ a reas war-du ar ganol, ha prest e oa ar C’honifl da guitaat ar porzh. Dastum a rejomp an oseroù en arc’h ha fervaat a rejomp pep didosell ouzh an aspled adreñv gant ur skoulm gwindask ha daou glav. Dibab a rejomp sanell 16 er skingomz GUT.
February 18, 2025 at 5:32 PM
Diluget e oamp diouzh an tredan, leun e oa ar beolioù dour ha gaseoul. Enora a gemeras ar varrenn-stur. Brendan a wirias e oa diskrog an tuginer hag a enloc’has ar c’heflusker; mont a reas dour yenata er-maez. Anna a gemeras un didosell helam. Prest e oa Kaou da flibouzañ e oser.
February 17, 2025 at 6:07 PM
Emaon o klask ober gant geriaoueg ar verdeadurezh evit deskiñ anezhi. Setu, neuze.
Abred diouzh ar mintin e tegemeris ar skipailh ouzh ar vag. Diskouez a ris an aveadoù surentez ha displegañ a ris penaos gwiskañ ur jiletenn-saveteiñ. Lakaat a rejomp an ereoù da dremen dre takedoù al latenn.
February 16, 2025 at 4:38 PM
Emaon o paouez sellout ouzh Envoyé Spécial a-zivout an torchennoù-aer Takata. Warlene em boa pellgomzet da Stellantis evit se, ha respontet a oa bet din ne oa netra da ober. Bremañ e rankan degas ma c’harr-tan d’ar c’harrdi evit ma vo tennet ar vombezenn. Gant ar vezh!
January 23, 2025 at 9:33 PM
Dizon en em santan e touesk an holl re o vont kuit eus X, me ivez am eus c'hoant ober. Neuze, pazenn 1 : bezañ oberiant war X 🤔
January 21, 2025 at 5:33 PM
Ne blij ket din debriñ meskl, met hiziv e c’hallfen ober div wech.
January 7, 2025 at 1:56 PM
La coupure de mots façon Kindle : après la première lettre d'un nom propre d'une seule syllabe 🤦
December 18, 2024 at 8:10 PM
Sañset e oa tonket da goll ar match araok ma oa kroget. Hervez lod e oa klañv, skuizh, dic’houest da c’hoari. Gourc’hemennoù #Ding Liren! Trec’hiñ #Gukesh gant ar re zu e-kerzh krogad kentañ kampionad ar bed an #echedoù, biskoazh kement-all!
November 25, 2024 at 3:27 PM
Evel-mañ e vez staliet un ochell ? 🤔
May 15, 2024 at 6:11 PM
Uhel a-walc'h eo ar bont-mañ, tremen a raio gwern ar vag digudenn.
March 4, 2024 at 9:18 AM
Babig delfin hag e vamm o surfiñ war wagenn staon ar vag nepell diouzh enez Houad, e Breizh.
February 23, 2024 at 6:16 PM
Hiziv he deus goulennet lec'hienn an SNCF ouzhin prouiñ « n'on ket ur robot » evit DIGEVREAÑ. Un ober arvarus a-dra-sur, ret e oa gwareziñ ar reizhiad 😩
February 20, 2024 at 4:44 PM
Github Copilot suggests adding some Teleporters to my Golang pathfinding code. I will let the hardware team know, they might have difficulties finding the right parts however.
January 16, 2024 at 10:00 PM